Aber
- Gant ar ger Aber e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Aber (disheñvelout).
An aber (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur stêr, ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour ennañ diouzh ma vez tre pe lanv.
N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv.
Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ, evel e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin hag ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.
Ar ger aber a gaver en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne, ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez. Unan zo e Bro-Saoz : an Humber.
- An Aber en Arzhon, Bro-Gwened
- Aberig Kersent e Landunvez
- An Aber e Kraozon
- An Aber-Benniget (a-wechoù an Aber-Benead) e Lanniliz
- An Aber-Ac'h
- An Aber-Ildud
- An Aberig e Porsal
- An Aber, ul lec'h etre Rosko ha Santeg
- Aber a gaver e kalz anvioù-lec'hioù, met kember eo ar ster alies p'e gaver en douaroù, evel en Aberhonddu ;
- Aber a lavarer dre verrdro eus Aberystwyth hag Abergwyngregyn.
|
|
|
|
|
Un aspadenn int eus ar brezhoneg a veze komzet en Hanternoz kozh.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer aber e lec'hanvadurezh c'hallek Bro-Leon (Pays des Abers), met ria a vez lavaret eus aberioù all Breizh.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Aberbrothick - Obar Bhrothaig gwechall.