Dugelezh Nassau
Dugelezh Nassau (alamaneg : Herzogtum Nassau) a oa ur stad e Kengevread ar Roen, ha goude er C'hengevread alaman krouet e 1806, a voe staget ouzh Rouantelezh Prusia e 1866, da-heul ar Brezel etre Aostria ha Prusia ; neuze e teuas da vout ur rann eus proviñs Hessen-Nassau.
Abaoe an 23 a viz Du 1890 emañ titl a zug pe dugez Nassau gant an hini a zo e penn Dugelezh-veur Luksembourg.
Istor
kemmañKrouet e voe Dugelezh Nassau gant Feur-emglev Pariz d'an 12 a viz Gouhere 1806, ha hervez ar mellad 5 anezhañ e oa penn an Tiegezh Nassau an hini a zalc'he an titl a zug, da lavarout eo Friedrich August, priñsNassau-Usingen.
A-raok bout staget ouzh Prusia e oa un hantervouezh d'an dugelezh, rannet gant dugelezh Braunschweig en dietaoù ordinal ha div dezhi hec'h-unan er vodadeg veur.
E 1815 edo soudarded eus Nassau en emgann Waterloo dindan dug Wellington.
E-pad ar brezel etre Aostria ha Prusia e 1866 edo dug Nassau o harpañ Aostria. Goude ar brezel e voe staget an dugelezh ouzh Prusia ha kendeuzet gant Hessen ha kêr Frankfurt am Main da grouiñ proviñs Hessen-Nassau.